Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 219 —
oc’h oll skianchou ; grit dezo beza maro avoalc’h ouz traou ar bed-ma, abars ma rancoc’h mervel da-vad, pa guitaio oc’h ene ar c’horf-se.
II
An Ebestel, an Elez o sicour anezo, a lacaas deread ar pez a oa red evit sebelia ar Verc’hez. Pebez enor a reas d’ar c’horf sacr-se an Elez ac an dud vad, o voda en dro deza, pa oe cassed d’ar bez. Ha c’hui, penaoz e vezo gvisked ho corf, var be tra e vezo lakead, da vont d’ar vered ? E viscamant a vezo, marteze, ur goz-lisser anter-uz ; ha mar bez lakeat ur pallen-caonv var an arched, ur pallenn mezer a briz, da vont betec ar bez, e vezo tenned kuit, abars disken ar c’horf er bez. Var be tra e