Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/239

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 223 —

tud ganeom-ni, eus ar re en o eaz var an douar, ne oa nemedomp. Eus camaradezet Eulalii, nicun ne vancas da zont da ober compaignunez caonv dezi betec ar vered. En dro-ze e velis, mar em euz gveled en un tu bennac em buez, tud ac a zoug resped, a ziscuez carantez vad etrezo ; tud ac a c’hoar en em zelc’her en un daill deread. Souezi a ree un den, o velet ken brao earedigez, kement a barfetis, tud ken difazi, ken direbech en o arvez ac en o manielou. Lavared e oe d’in, divarben ar plac’hed a oa e enterramant Eulalii, ez oant enor kear, pur ac humbl e peb giz. An oll verc’het iaouanc-se, — a lavaras unan d’in, — n’euz nicun anezo na ve e Breuriez ar Verc’hez, nicun ne vanco da ober ur gommunion evit Eulalii, ac e rannint etrezo ar pe-