Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 224 —
zouigou a zo bet dezi, e doare mercou a-briz, da gaout sonj eus o c’hamaradez vad ; ha meur a ini a gemero scuer diouti, en o buez, en o maro. —
Goude an enterramant, me a choumas ur pennadic va-unan, da zonjal en dud vraz ha pinvidig, tremened eus buez ar bed-ma, ac e sonjen ive er gonideurez paour-ma, nevez eet diganeomp d’an douar. Ha setu ur c’hamarad d’in o tont d’am c’haout ; crac an ini m’em oa an nebeuta ioul d’en em gaout ganta d’ar mare-ze : un den mag-e-gorf, danvez braz deza, enored, saluded dre ma z-aa ; un den, ha mar d-âfe e zanvez diganta, mar e ve tenned e binvidigez diganta, ne ve mui nemet ur pez dister ha divalo (e doare ul loen treud ac coz, pa vez tenned divarna ar bas, ar pez a