gant an dienez, a respontis-me deza. — Me em boa lavared dezi ! emeza. E-unan eo penn-caoz ! Er Vreuriez edo, ac ar re-ze, n’euz den evit tostaat outo. Evit diouzin-me, m’en assur d’it, ar gemeneurez-ze e doa calz re a vertuz. —
Mez em befe o lavaret var e lerc’h kement a lavaras ar pez divalo-ze. O ! pegen doun e tle beza en ifern plass ar re, digarez terri o naoun d’ar re baour, a denn o oll mad diganto, ar vertuz !! Pegen trist e tle ar Verc’hez sellet outo eus an Ee ! Me a lavaras freaz d’ar mez-e-velet-se, — eme amezeg Eulalii, grons e lavaris deza, ne felle d’in ober camaradiez ebed mui ganta. Ac e tistrois var va c’hiz d’ar vered. Eno, daoulined var bez Eulalii, e oen pell o pedi, e lavaris da Eulalii caout sonj eus ar bromessa e doa greet e