Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 233 —
terra poan. Petra a oufec’h eta ober guasoc’h d’ar c’horf-se, eget e lacaat da goll eurusdet an Ee, da goueza e poaniou griziaz an Ifern, evit ur blizadur ne bad nemet ur vunudennic amzer ?
III
Corf ac ene ar Verc’hez a zavas caër meurbed etrezeac an Ee var ziouaskel ar Zerafinet, ar c’henta Elez, a zougas aneza el leac’h caëra a zo e Jerusalem an Ee, evel ma oe douged an Arc’h a allians da Jerusalem. Pebez joa er Baradoz, neuze ! Ar Baradoz a gaeraas en deiz an Elez o d-oe muioc’h a euruzdet, o sonjal e teuze eleiz da garga ar plassou lezed goullo en Ee gant ar