guall Elez, kement a bec’heurien a vize gounezed gant nerz ar pedennou a raze en Ee, dirag Doue, ar Vam-se a drugarez. O ! Mari, caer ha madelezuz, dreist an oll, discuezit em c’hever-me ar c’halloud oc’h euz, o lacaat ac’hanon da gaout gras digant Doue. Va c’hassit ganeoc’h varzu an Ee, rac ur c’hrouadur a dle beza el leac’h ma emâ e Vam. O ! piou a roi d’in diouaskel da nijal, ma kemerin va lans varzu an Ee, ma velin ar c’hloar oc’h euz, peger caer ôc’h eno corf ac ene. An diouaskel a rancan caout da vont di, o va Doue, eo ho crassou. O ! Roit d’in eta ar grassou-ze. Esper em euz em bezo anezo, dre ar pez a lavaro deoc’h evidon ho Mam ha va Mam, a enoran a-galon, o sonjal en digemer a oe great dezi en Ee.
Sonjal aliez e gloar an Ee. Pegen