Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/252

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 236 —

en devize ar joa-ze, ar joa da velet ar Verc’hez, ia, var boez ne velse mui netra all goude, gant an daoulagad o devize gvelet anezi. — A galon vad e aotrean coll ar sclerizenn var an douar, eme an den iaouanc, gant ma velin ar Verc’hez ha pa ne ve nemet epad ur vunudennic-amzer. — Evelkent e cave diez coll crenn ar gvelet ; ma sonjas enna e-unan e c’hallse, marteze, miret ul lagad, o serra cloz aneza endra ma vise e lagad all o sellet ouz ar Verc’hez en e c’haër, ac en e gloar evel m’emai en Ee. Daoulagad an dud, en-deun, ama var an douar, n’emaïnt ket c’hoas e doare da erzel ouz sclerder ar Baradoz. Penaoz e vênt ? gvelet ez euz bet tud o coll o daoulagad o choum pell da bara atao var an erc’h. An den iaouanc ne zigoras eta nemet ul