Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/256

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 240 —



MIDITA


Gloar ar Verc’hez en Ee


I


Lacaït ho spered da gompren en trionf a oe great d’ar Verc’hez, an Elez oll o cana e meuleudi, pa antreas corf ac ene er Baradoz, pa oe lakeat var un tron dreist an oll, pa lacaas tri Person an Dreindet e c’hurunen dezi, evit ma vize Rouanez an oll. Doue ar Mab a zo en tu deou d’an Tad, pa ema dreist an oll, ac an oll disterroc’h ac izelloc’h eg’eta er c’hloar. Ar Vam a zo en tu deou d’ar Mab, pa ema, goude Jesus, dreist ar Zent ac an Elez, ac e d-euz muioc’h a c’hoar, a c’hened ac a gaerdet en Ee, eg’eto oll.