Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/257

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 241 —


Mari, o ! pebez joa d’ho servicheurien vad, pa velont ac’hanoc’h dreist an oll, caeroc’h ac eurusoc’h eget an oll en Ee ! Caera gloar deoc’h, pa ôc’h curuned gant an Drindet en Ee, evit beza Rouanez ha Mestrez var an oll ! Endra ma laca an oll Zent oll o c’hurunennou e-harz ho treid, me laca va c’halon, me dôl deoc’h va c’halon, evit caout mui-ouz-vui ho carantez.


II


Lacaït ho spered da vuzula gloar ar Verc’hez en Ee ; muzulit ar c’hloar-se diouz ar grassou ac ar zantelez e doe Mari var an douar. O va ene, va spered, comprenit er grassou caer-se, braz evel ar mor.