Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/26

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


AN EIL DERVEZ


————
Ar Verc’hez ganed


Var a verc deomp sant Epifân ha sant Germen, tad ha mam ar Verc’hez a en em dennas, an tad var ur menez deza, e leac’h ne vize nemeta e- unan, da ober pinijen epad daou- ugent dervez ; ac e mam a ieas en e jardin, da bedi Doue, evit ma vize mam da un c’hrouadur a dlie beza consacred deza. Un Eal a deuas da rei da anaout dezo o divize ur c’hrouadur. Pa oa deuet eta ar mare merked, ma tlie ar Messias, Salver ar bed, dont var an douar, Mari a deuas er bed. An eiz a Vengolo eo e teuas var an douar. Ar re goz, a rum-da-rum, a lavare oa an deiz-ze ive eo oa bet croued Eva er Baradoz