Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/264

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 248 —

menez ! — Ar Verc’hez e doa gveled : petra vise caer dezi goude var an douar ?


————


AN NAVET DERVEZ VAR-N-UGENT


————
Ar Verc’hez en Ee a zifenn e zervicheurien devod


N’euz hro ebed, na ve enni un Imach bennac eus ar Verc’hez, bruded gant ar miraclou c’hoarvezed en andred ar re a ve bet o pedi ar Verc’hez dirag an imach-se ; ac ar bellerinet, ar bardonerien a veler o tont di euz a bep tu, da c’houlenn eno ive, dre bedennou ar Verc’hez, ar grassou m’o d-euz izom anezo pe evit ar bed-ma pe evit ar bed-all. Ar c’hustum-se a zo a viscoaz etouez ar