gras caout ur chapeled, evit sicour da vervel e gras Doue, unan eus ar re a voa var e lestr. Meur a vurzud c’hoarvezed, a ziscuez pegement e pliz ar chapeled da Zoue. Brema ez euz daouzec vloaz, an aotrou Riou, person Ministrol (Escopti Puy), a oa, var ar pardaez noz, o tont var varc’h diouz ur pennad beach. Abars digouezout en e brespital, en doa da dreuzi un ent stris, var bordic un izelenn doun spountuz. Voall-amzer a oa, ac en doa clozed e vantell en dro deza, da lavaret e chapeled. Ken teval oa, m’en em gavas, eb gouzout peur, en distro crenn, var bord an izelenn doun-se, a oa evel ur puns braz. Ar marc’h a vancas e droad deza, en distro-ze, ac e tiruillsont, marc’h ac all, a lammou eus an eil roc’h var eben, reier lemm o beg, betec pevar ug’ent troatad doundet.
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/272
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 256 —