Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/282

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 266 —

vezimp a-unan ganti o caret an Aotrou Jesus-Christ.

Guelit petra a zo muia o viret ouzoc’h na d-ouc’h evel ouz ar Verc’hez, ha dalc’hit sonj mad, n’euz guir devosion ebed da Vari, nemet pa denner da ober diouti ac evelti.


Imach ar Verc’hez


Pa edo ar Verc’hez var an douar, ar Gristenien en em gave euruz, pa c’hallent, ur veich en o buez, caout an eur-vad da velet Mam Doue, evel pa vise bet ar-guel-se dezo ur scleur pe ur skillennic bennac eus joausdet an Ee, un eulvennic eus eurusdet ar Baradoz. Sant Ignas ha sant Denis o doe ar joa-ze var an douar. O veza ne oa ket an oll evit mont betec Jerusalem, da velet ar skeu-