Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —
ho pezo ive, e crescoc’h ive joa an Aotrou Doue ; n’oc’h euz nemet sevel eus ar stad a bec’hed, evel pa veec’h o c’henel a nevez, dre ar c’heuz d’ho pec’hejou ; rac muioc’h a joa a vezo er Baradoz evit ur pec’heur a rai pinijen, eget evit naontec-ha-pevar-ugent den just, ha n’o d-euz izom ebet da ober. Perac eta revuz ar joa-ze deoc’h ha da Zoue ? Sellit ! Delc’her ar pec’hed ganeoc’h, a zo delc’her ur bourreo : biken n’ho pezo guir joa ebed, endra ma vezo ganeoc’h.
III
Ar Verc’hez a oe roed dezi gant e c’herent, ervez a oa bet discleried dezo a-berz Doue, an ano Mari. Mari, an ano-ze a ra joa d’an Elez, a gonsol an dud en o foaniou, ac a laca en erevent da grena gant spont.