Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/292

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 276 —

diouallit na vec’h ancounac’heat ive d’ho tro, e poaniou ar Purgator. Mar dizonjit ar re all, Doue a zo just, lacaï dizonjal ac’hanoc’h ive, ha ne zilaoufe nemeur ar pedennou a ve great evidoc’h.

Trugarecaït Doue evit ar c’hrass oc’h euz bet da veza var roll bugale ar Verc’hez, ha dalc’hit mad d’e Breuriez bet’r maro. Lacaït ho poan da c’hounid Induljansou, ac ho bezit truez ouz ar re a zo eat eus ar Vreuriez d’an Anaoun.


Ur verc’h iaouanc eus Plestin


E Plestin, var dro pemp leo diouz Montroulez, e oa ur verc’h tri bloaz var-n-ugent, Mac’harit Lucas, clanv a-stoc var e guele abaoue seiz vloaz, seized maro e izili, eb doare ebed da