Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/305

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


O velet kement a brederi,
Ha choum a raim-ni aheurted !
O ! clevomp kentoc’h ouz moez Mari,
Ha kerkent o vimp soulazed.

Mari, Mam zantel, etc.


Doussa moez, o Mam garantezuz,
Ho mouez da galon ar pec’her !
I en laca da veza euruz
O tistrei humbl ouz e grouer.

Mari, Mam zantel, etc.


————


AN EZOM ON EUZ


EUZ A ZICOUR AR VERC’HEZ


————


Mari, on Mam garantezuz
O ! tôlit ur zell truezuz
Var-n-omp el lec’h-ma dastumed
Evit ho meuli Mam gared.