Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 290 —
Mari, om Mam garantezuz,
Grit hirio ur zoll truezuz
Var ho pugale daoulined
Endro d-oh auter benniged.
Ezom en d-euz en e neizic
Eus askell e vam an evnic :
Dindan ho tiouaskell ive,
Mari, lacait ho pugale.
En anv, pa vez an eol re dom,
An douar a c’hlao en d-euz ezom :
Digassit varnomp gliz an Nê,
Mari, seac’h corn eo on ene.
Ezom o d-euz an dêved keiz
Da veza mired diouz ar bleiz :
Ni on euz ezom, Guerc’hez c’hlan,
Da veza mired diouz Satan.
An dêved o-unan lôsked
Sur gant ar bleiz a vô tag’ed :
Satan a rod en dro deom-ni,
Om divoallit eta, Mari.