Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/318

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 302 —


C’hui, Jesus-Christ, Salver ar bed,
Distroit ouzomp, ni ho ped,
Selaouit ouz on pedennou,
Roit deomp on goulennou.

Doue an Tad, zo or C’hrouer,
Doue ar Mab, zo or Zalver,
Ac ar Spered-Santel ive,
Trindet Santel en un Doue.

Sellit gant truez ouzomp oll
Evit ne d-aï nicun da goll ;
Ennoc’h c’hui eo e esperomp
Rac-se bezit truez ouzomp.

Santez Mari, Mam da Zoue,
C’hui eo a bedomp-ni goude ;
Gverc’hez santel ar Gverc’hezet,
Mam Jesus, ra vezo meuled.

Mam ar c’hras ac ar zantelez
Mam bur-oll evel an Elez,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.