Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/321

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 305 —


Rouanez an oll Brophetet
Ac an Ebestel benniged,
Rouanez an oll Verzerien
A confessoret al lezen.

An oll Zent ac ar Verc’hezet,
Rouanez dibec’h-flamm croued,
Pedit evidomp deiz a noz,
Evit ma z-aïmp d’ar Baradoz.

Oan Doue, crucified,
A effas pec’hejou ar bed,
Ni ho ped oll, dre ho mirit,
Aotrou Jesus, on pardounit.

Oan Doue, crucified,
A effas pec’hejou ar bed,
Selaouit on pedennou-ni,
Abalamour d’on pardonni.

Oan Doue, crucified,
A effas pec’hejou ar bed,
C’hui a vel pegen sempl ômp,
Rac-se, bezit truez ouzomp.