Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —



MIDITA


Beza oll ac abred da Zoue


I


Sonjit ervad : Sant Joakim ha santez Anna n’em em zavent ket uhelloc’h en o spered, evito da veza bet ar c’hras da lacaat ar Verc’hez er bed ; anaout a reent oa un donezon digant Doue ha n’oa ket dleed dezo. Evelse e caszont d’an templ o c’hrouadur meurbed cared, pa oa a veac’h tri bloaz, evit e rei da Zoue, d’an ini en d-oa i roed dezo. Kement- se a zesco deoc’h beza humbl pa roi Doue ur c’hras pe un talant caer bennac deoc’h, ac o lacaat da dalvout evita, ma recompanso ac’hanoc’h. An nep en d-euz c’hoant e rofe Doue deza e c’houlennou, a ranc trugarecaat evit ar grassou en