Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/50

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 34 —


AR PEMPET DERVEZ


————
Eured ar Verc’hez ha sant Joseph


Sant Gregor Niss a verc deomp, pa oe ar Verc’hez en e fevarzecvet bloaz, e oe roed d’e c’herent, evit ma vize, ervez ar c’hustum, roed ur pried dezi ; rac en templ n’en em garget ket eus an dimiziou. Nebeud goude, var ali ministret an templ, e oe roed dezi da bried sant Joseph, un den santel eus ar memez bro ganti. Hûg Sant-Victor a lavar e roas ar Verc’hez e assant, o veza ma vouie oa bolontez Doue er c’hemerse, ac o veza ma oa sur, dre anaoudegez sclear on d-oa roed Doue dezi, ne vize ket eat sant Joseph eneb e veu da choum atao Gwerc’hez.