Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —

da viken ur c’hantic caër ne vezo caned ac entented nemet ganto.

Lavarit d’ar Verc’hez ar joa oc’h euz, eveldi, o velet en dro dezi, er c’hloar, kement all a Verc’hezet ; ha bezit sur, e devezo sulvui a joa ouzoc’h ma tiscuezoc’h ive muioc’h a joa ouz ar vertuz caër a laca an dud evel ouz an Elez. Goulennit ive ali ho confessor, abars ober, en aviz enori ar Verc’hez, veu a chastete, ha pa ne ve nemet evit ur pennadic amzer. Ma ro ali deoc’h, grit veu ; ar veu a gresc ar mirit.


Sant Herri.


Eleiz a zent ac a zentezet o deuz beved e stad ar briedelez var scuer Mari ha Josep. Darn, pa vise un amzer santel bennac, a en em vire neuze, en esper beza muioc’h cared