Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/58

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 42 —

ar joa outa, o veza ma oa pur ha chast, evel ma oa, gant e bried.

————


AR C’HUEC’HVET DERVEZ


————
Mari saluded gant an Eal


An Eal Gabriel a oe cassed gant Doue da gaout ar Verc’hez, pevar miz, eme Evodius, goude ma oe dimezed da Sant Joseph. An Eal, ervez sant Jérôm ha sant Ambroas, a oa e doare un den da velet evit dont da zaludi ar Verc’hez, ac a deuas d’e c’haout pa edo o pedi en e c’hampr. Gabriel e zaludas ac a lavaras dezi e vize mam da Zalvar ar bed. Ar Verc’hez a en em gavas evel trubuilled, o clevet an Eal, o veza ma e doa great veu da veza atao Gverc’hez.