Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 46 —
gant ar Verc’hez Vari ; rac e vrassa joa eo beza gant an dud. Mes siouaz ! O veza ma vezan, evel pa ve guell ganeen beza, gant tud a zo nebeud a vad enno, gant labourou pe tregassou nebeud a zantelez enno ; gant meur a c’hoantegez treuz, penaos e veen souezed ne ve ket Doue ganeen, e collfen va foan, ac e couezfen e meur a bec’hed !
III
Benniged ôc’h dreist an oll gragez, a lavaras ive an Eal d’ar Verc’hez. Benniged, clevet an ano-ze gant Doue, beza galved evelse gant Doue, ha neket eno beza euruz dreist an oll ? An euruzdet-se a zo mired evit ar Zent a-benn an deiz diveza ; rac en deiz-se, d’ar re a vezo da vont d’ar Baradoz e vezo lavared :