Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —

lavaro : Deuit, tud benniged, d’ar Baradoz : Venite, benedicti.

Saludi ar Verc’hez gant resped, o lavare : Ave Maria. Me ho salud Mari. Ar zaludou-ze a rai joa d’ar Verc’hez mar bezont great humbl, gant un ene pur ac ur galon tener ha carantezuz. Silaouit ha sonjit mad petra a livirit, ha Mari ho silaouo ive.


An Ave Maria


Er bloaz 1604, e bro Flandrez, daou zen iaouanc a oa en em dôled d’an oll dizurzou. Un nosvez, m’oant eet da ul leac’h fall, unan anezo, Richard e ano, inoued ac anter-vezo, a lavaras d’e gamarad : — Deomp ac’halen. — Kee, m’ar c’hoantaes, eme egile. — Ma z-eas Richard da glasc e lojeiz. Pa edo o