vont d’en em dôler var e vele, e teuas sonj deza n’en doa ket lavared un Ave Maria bennac m’oa custum da lavaret ; ac en em lacaat, dre galz a boan, da zruilla un Ave Maria bennac, abars coueza var e vele. A veac’h oa cousked, ma clevas an or o tigeri ; ac e velas e gamarad, an ini a oa choumed var e lerc’h el leac’h m’oa mez deza beza eet. Richard a oe mantret, o velet diraza un den, tress an ancou, liou ar maro varneza. — Petra, eme Richard, te eo a zo aze ? Petra a c’hoarv ganeet ? Ac ur bourderez bennac es bê c’hoant da ober d’in ? — A ! eme egile, tro ar bourderez a zo eet a-biou ; echu amzer ar farserez, emeza, gant mouez un den e diseper ; daoned oun, evit ur jamez. En eur vont er meaz eus an ti oamp eet da dremen an nosvez enna, oun bet scoed gant
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/65
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —