Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/67

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —


SEISVET DERVEZ


————
Ar Verc’hez o vont da di Elizabet


Ar Verc’hez benniged, o clevet gant an Eal e devize Elizabet ar joa da veza mam, ac i var an oad ac atao dizer, a zavaz diouz e fedenn, da vont da velet e c’hiniter, da ziscuez ar joa e d-oa, o velet ar c’hras en d-oa great Doue da Elizabet (da veza mam da sant Iann).

Tenn oa ar bale, ha diez an ent a- dreuz ar meneziou, ac eus Nazaret da di santez Elizabet, tostic da Jerusalem, oa un guall-bennad bale. Guir eo, Mari, ervez sant Bernard, n’en em gave ket diez ha ne sante ket poaniou ar mamou all pa vezont