Elisabet a Nazaret. Eno sant Josef ne anaveze ket c’hoas ar mister braz, ne vouie ket c’hoas edo ar Verc’hez o vont da lacaat var an douar Salver ar bed. Sant Josef en em gavas nec’hed. Anaout a ree santelez e bried, mes ne oa ket evit gouzout penaoz displica ar pez a vele gant e zaoulagad. Ma reas e zonj da zispartia diouz e bried, ebtrouz ebed, eb e goall-vruda etouez an dud. Neuze e teuas un Eal da ziscleria deza ar mister braz : Josef, mab da Zavid, eme an Eal, n’ho pezit aoun ebed evit delc’her ganeoc’h Mari ho pried : rac ar pez a zo ganed enni, a zo bet furmed gand ar Spered-Santel. Lacaat a raï er bed ur Mab, e rooc’h deza an ano Jesus, da lavaret eo Salver, rac ê eo a zavetei e bobl en eur e zilivra diouz e bec’hejou.
Evelato, ervez darn eus an Tadou