Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

e goll. Marteze ez aï eleiz d’an Ivern evit ar pec’hed-se.


III


Pa edo Mari ha Josef en o brassa anken, Doue a gassas un Eal da rei da anaout da Josef mister an Incarnasion (Mab Doue conceved e cof sacr ar Verc’hez dre c’hras ha dre vertuz ar Spered-Santel). Doue a lez a veichou e vignonet da goueza er velconi, mes ne fell ket deza lezel anezo da vancout dindan o beac’h. Pa vancan dud dezo, e tigass e-unan sicour dezo eus an Ee. Setu eno pez stad a ra eus ar re a en em lez da veza cassed ha digassed ganta, ervez e volontez.

Va Zalver carantezuz, guelet a rit va zristidigez, an devalizen a zo var va spered, ac a laca aneza ken