Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/81

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —

diez. O ! mar clefen ac’hanoc’h o lavaret d’in ivez e goeled va c’halon, evel da sant Josef : — Bez eb aoun ! — Pebez joa da sant Josef pa glevas ar gomz-se gant an Eal ! Mes, pebes glac’har en devize o veza ma oa bet tost deza drong-sonjal eus a Vari ! Pegement e santas e resped o creski pa velas edo Mam Doue en e di !

Evit ober plizadur d’ar Verc’hez, bezit devod da Sant Josef. Pedit aneza ive evit ma tiouallo ac’hanoc’h diouz an droug-sonjou, an droug-comzou. Mari eo a gass an dud bete Jesus ; mes Josef eo a gass eassoc’h an dud da gaout Mari.


Ur c’hreg e bro Sina


Ar poaniou spered, ar zagrinou, an droug sonjou a stourm aliez ouz