Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/82

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

peb seurt tu. Neket souez, abaoe m’en deuz ar pec’hed tenned evel malloz an Aotrou Doue var e grouadurien. Sant Josep ac ar Verc’hez o deuz bet o lod eus ar poaniou-ze. Evelse e vouezont petra eo poan, ac e c’haller, gant fizians, en em eberdi outo : truez o devezo ouzomp. E bro Sina oa ur c’hreg, e doa kement a boan gant e goaz, kement a zroug a oa etrezo, ma venne aliez mont d’en em laza. E c’hovesor a lavaras dezi lacaat e fizians er Verc’hez, ac caout atao ganti ur chapeled. Ur miz goude-ze, ez eas da gaout e c’hovesor. — Va zad, emezi, ho-bezit truez ouzin ! trist eo va doare. Mar d-oun beo c’hoas, mar n’emaoun ket brema doun-doun en ifern, ne ket me eo em euz mired. Avoalc’h em euz greet evit mervel : eved em euz poezon. Poan vouzellou, distô-