Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 67 —
ler, dislonca poezon, setu tout ar pez a zo c’hoarvezed ganên. Ac a veich oun het en ent, en aviz mont da veuzi ! Ac atao, un dorn e cuz am dalc’he var bord ar ster. — Ac e leve, e voele, ar baourez keaz. Caout a ree dezi oa null dezi pedi, oa daoned. Evelato, e talc’he mad d’e chapeled, a veze atao ganti. O clevet se, o clevet e talc’he mad d’e chapeled, ar missioner a velas e pe leac’h edo an dalc’h, en doa miret ouz Satan da zont da benn anezi, ac e lavaras dezi mont humbl ha devod da zaoulina eharz treid ar Verc’hez. Senti a reas, ac e troas da vad ouz Doue, gant fizians en e drugarez, ac e tanvaas, pelloc’h, ar joa a zo etouez ar poaniou c’huerva er vuez-ma, d’ar re a zonj er joaiou a zo er penn all, ac a glasc biza dezo.