Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/88

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

vajoa !... Sulvui a c hrassou am befe ive diganeoc’h er gommunion....


III


Ar Verc’hez en em lacaas e stad da zigemeret Jesus e Map, dre actou a feiz cre, a esperans ferm, a garantez ardan, ac an oll actou caera evit beza e gras Doue. Caera scuer evit tostaat ouz ar gommunion ! Penaoz on euz great bete vrema ? Ur gommunion vad avoalc’h a rafe ur Zant eus a un den. Perac goude communia aliez e vellaer ken nebeud ? Allaz ! nen em lacaer ket e stad vad avoalc’h da zacramanti, ac e tostaer evel gant ienien.

Kemeret scuer var ar Verc’hez. Lavaret da Jesus e carfec’h caout santimanchou evel ouz re ar Ver-