oll-galloudeg, lavarit da va c’hoarezet pedi aneza a vir galon, ma tigasso an elez mad d’am lacaat en doare m’eo dleed beza, evit ur gouel ker caer, o c’hoeza sonjou santel em spered ; ha ma vezint en dro d’in keit ha ma vezo Jesus-Christ ganeen, d’en enori evel ma reont en Ee. Va muia-cared a zo var nez dont davezon. Setu an eur da ziscuez joa ac carantez, pa deu Jesus-Christ ennon, evit beza d’in bevans an ent, ac’halen d’an Ee. Va mam, pedit eta rouanez an Ee da zont da ober compaïgnunez deza. Setu me o vont d’en digemeret e va c’halon an dro ziveza er zacramant a garantez. — Goude-ze e pedas ar vam leanez da lacaat ingala ur guiscad bokedou ha pep seurt bleunviou var an ent ma tlie Jesus-Christ mont dreiza, ac ive var leur e c’hampr. Ar vestrez-leanez
Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/90
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —