Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/95

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

leun eus peb seurt carantez fall. Cassit ar re-ze er meaz, ha digorit da Vari, ma lacaï Jesus da c’henel en ho calon, ma lacaï ac’hanoc’h d’e garet. Mar oc’h euz c’hoant da garet Jesus, it da Vetleem : evesaït ouz ar c’hrouadur a zo eno en ur c’hraou, ac ho calon a deneraïo. Silaouit e glemmou. Perac e voel ? Truez en deuz ouz oc’h ene. Goude en em lacaat ken dister da velet, e ranc c’hoas beza tached ouz ur groaz evidoc’h... O ! Ha me an den cousgoude ! Un Doue stad avoalc’h eus va ene, da rei e vuez evit va savetei, ha me ne raan van ebed eus va silvidigez !


III


Mari a adoras e Mab, en anavezas evit e Doue, gant ur feiz cre, ac er