Pajenn:Dizanv - Ar c’henta Miz Mari, 1868.djvu/99

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

se : Neket deread, emeza, e ve ar zervicherez et er penn-araog, ac e ve lezed a-drê Rouanez an oll. Simeon a oa un den ervez Doue. Ar Spered-Santel en d-oa roed deza da anaout ne varvse ket, ken n’en devize gveled ar Messias var an douar. E velet a reas, ac er c’hemeret etre e zivrec’h en eur veuli Doue gant joa. Ac o trei ouz Mari e tisclerias dezi e savse eleiz eneb Jesus, ac e vize treuzed e c’halon gant ar c’hlac’har evel gant ur c’hleze.


MIDITA


Var ar mister-ma


I


Mari, er mister-ma, a zesc deomp beza humbl. Eviti da veza Mam Doue, e ra evel pa ne vize nemet