Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/105

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
96
SANT MARC, XIV.

peorien ho pezo atao en ho touez ; hag ec’h hellit ober vad dezhe pa garfot ; mes n’ho pezo ket ac’hanoun-me atao. (8) Great he deuz ar pez he deuz gallet ; ambaumet he deuz va c’horf evit servichoud en avans d’am sebelia. (9) E gwirionez hen lavaran deoc’h, e pe leac’h-benag dre ar bed holl ma vezo prezeget an aviel-man, ar pez he deuz great a vezo lavaret ive e memor anezhi.

(10) Neuze Judas Iscariot, unan euz an daouzec, a ieaz da gavout prinsed ar veleien evit hen livra dezhe. (11) Ar re-man a zelaouaz anezhan gant joa, hag e prometjont rei arc’hant dezhan ; hag adaleg neuze e klaskaz an tu d’hen livra dezhe.

(12) An deiz kenta euz ar baraou hep goell, en amzer ma sacrifient ar Pask, he ziskibien a lavaraz dezhan : E peleach e fell d’id ez afemp da brepari ar pez a zo ezom evit debri ar Pask ? (13) Neuze e kassaz daou euz he ziskibien, hag e lavaraz dezhe : It en kear, hag e kavfot var hoc’h hent eun den o tougen eur podad dour ; it var he lerc’h. (14) Hag e pe leac’h-benag ma c’hantreo, livirit da vestr an ti : Ar mestr a lavar : Pe leac’h ema ar zal en pehini e tebrin ar Pask gant va diskibien ? (15) Hag hen a ziskouezo deoc’h eur zal vraz d’an neac’h, lakeat en urz ha prest ; preparit eno ar Pask evidomp. (16) He ziskibien eta a ieaz en hent, hag o veza erruet en kear, e kavjont pep tra evel m’hen doa lavaret dezhe ; hag e preparjont ar Pask.

(17) Pa oe deuet an abardaez, e teuaz gant an daouzec. (18) Ha pa edont ouz taol, o tebri, Jesus a lavaraz : En gwirionez e lavaran deoc’h penaos unan ac’hanoc’h, hag a zo o tibri ganen, a drahisso ac’hanoun. (19) Neuze e commansjont beza glac’haret ; hag e leverjont dezhan an eil goude egile : Ha me eo ? (20) Hen a respontaz dezhe : Unan euz an daouzec eo, hag a laka he zorn ganen er plad. (21) Mab an den evit-gwir a ia evel ma’z eo scrivet divar he ben ; mes malheur d’an den gant pehini eo trahisset Mab an den ; gwell e vije d’an den-ze na vije ket bet ganet.

(22) Hag evel ma tebrent, Jesus a gemeraz bara, hag, o veza rentet grasou, e torraz anezhan, hag hen roaz dezhe, en eur lavaret : Kemerit, debrit, he-man eo va c^horf. (23) Hag o veza kemeret ar c’halir, ha rentet grasou, e roaz anezhan dezhe, hag ec’h evjont holl