Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/11

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
2
SANT VAZE, II.

pried Mari, euz a behini eo bet ganet Jesus, a c’halver Christ.

(17) Beza ez euz eta en holl, euz a Abrabam bete David, pevarzec generation ; hag euz a Zavid bete captivite Babilon, pevarzec generation ; hag euz a gaptivite Babilon beteg ar Christ, pevarzec generation.

(18) Hogen, ginivelez Jesus-Christ a c’hoarvezaz evel-hen : Goude ma oe dimezet Mari, he vam, da Josef, araog ma oant eat assambles, hi en em gavaz brazez dre ar Spered-Santel. (19) Mes Josef, he fried, o veza eun den just, pehini na felle ket dezhan he dishenori dirag an holl, a zonjaz he c’has kuit e-kuz. (20) Mes pa oa o sonjal kement-se, setu, eun eal a-berz an Aotrou en em brezantaz dirazhan dre eun huvre, hag a lavaraz dezhan : Josef, mab David, n’az pez ket a aoun da gemeret ganez Mari da vreg ; rag ar pez a zo concevet enhi a zo euz ar Spered-Santel ; (21) hag e c’hano eur mab, hag e c’halvi he hano Jesus (Salver) ; rag hen eo a zaveteo he bobl euz ho fec’hejou.

(22) Hogen, kement-se holl a c’hoarvezaz, evit ma vije accomplisset ar pez a oa bet lavaret evel-hen gant an Aotrou dre ar profet : (23) Setu, ar verc’hez a vezo brazez, hag e c’hano eur mab, hag he hano a vezo Emmanuel, da lavaret eo : DOUE GANEOMP.

(24) Josef o veza dihunet euz he gousk, a reaz evel m’hen doa gourc’hemenet dezhan eal an Aotrou, hag e tigemeraz he vreg. (25) Mes ne anavezaz ket anezhi bete ma oe gwillioudet euz he mab kenta-ganet, hag hen a roaz dezhan an hano a Jesus.


CHABISTR II.


JESUS o veza ganet en Bethlehem, kear euz a Juda, en amzer ar roue Herodes, (2) setu e teuaz majed euz ar Zao-heol da Jerusalem, en eur lavaret : Pe leac’h eman an hini a zo ganet da roue d’ar Judevien ? rag gwelet hon euz he stereden er Zao-heol, hag ez omp deuet d’hen adori. (3) Ar roue Herodes, o veza klevet kement-se a oe troublet, ha Jerusalem holl ganthan. (4) Hag o veza assamblet holl brinsed ar veleien, ha Scribed ar bobl, e c’houlennaz diganthe pe leac’h e tlie genel ar Christ. (5) Hag int a lavaraz dezhan : En Bethlehem, euz a Juda ; rag evel-hen eo bet scrivet dre ar profet :