netra da zen, rag spountet e oant.
(9) Hogen Jesus, o veza resussitet diouz ar mintin, ar c’henta deiz euz ar sizun, en em ziskouezaz da genta da Vari Magdalen, euz a behini hen doa kasset kuit seiz drouk-spered. (10) Hag hi a ieaz da annonsi d’ar re a oa bet ganthan, ha pere a oa er glac’har hag en daelou. (11) Mes int, pa glevjont penaos e oa beo, hag e oa bet gwelet ganthi, na gredjont ket.
(12) Goude-ze, hen en em ziskouezaz en eun doare all da zaou anezhe, pa oant o vale evit mond var ar meaz. (13) Hag ar re-man a ieaz da annonsi kement-se d’ar re all, mes na gredjont ket dezhe ken neubeud.
(14) Da ziveza en em ziskouezaz d’an unnec abostol, pa edont ouz taol, hag e rebechaz dezhe ho incredulite hag ar galeder euz ho c’haloun, abalamour n’ho doa ket credet ar re ho doa gwelet anezhan resussitet.
(15) Hag e lavaraz dezhe : It dre ar bed holl, ha prezegit an aviel d’an holl grouadurien. (16) An neb a gredo, hag a vezo badezet, a vezo salvet ; mes an neb na gredo ket, a vezo condaonet. (17) Setu aman ar miraclou a heullio ar re a gredo : Kas a raint kuit an drouk-sperejou em hano ; komz a raint langachou nevez ; (18) cregi a raint en serpanted ; ha pa ho devezo evet eun evach ampoezonet-benag, na rai ket a zroug dezhe ; lakaad a raint ho daouarn var ar re glanv, hag e vezint pare.
(19) An Aotrou, goude m’hen doa komzet outhe, a oe savet en env, hag ec’h azezaz en tu deo da Zoue.
(20) Hag int, o veza eat er meaz, a brezegaz dre-holl ; hag an Aotrou a laboure ganthe, hag a roe nerz d’ar Ger dre ar burzudou a heullie anezhan.