Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/116

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
107
SANT LUCAS, I.

mab. (58) Hag he amezeien hag he c’herent, o veza klevet penaos hen doa an Aotrou diskouezet he drugarez en he c’henver, en em rejouisse ganthi.

(59) Hag o veza deuet d’an eizved devez da circonciza ar bugel bihan e c’halvent anezhan Zakarias, deuz hano he dad. (60) Mes he vam a gomzaz hag a lavaraz : Nann, mes Ian e vezo galvet. (61) Int a lavaraz dezhi : N’euz den etouez da gerent hag a zo galvet euz an hano-ze. (62) Neuze e c’houlenjont dre zin digant he dad penaos e felle dezhan e vije galvet. (63) Ha Zakarias a c’houlennaz eun daolennic, hag a scrivaz ar c’homzou-man : Ian eo he hano ; hag holl e oent souezet. (64) Rag-tal he c’henou a zigoraz, hag he deod a zistagaz, hag e komze en eur veuli Doue.

(65) Hag e teuaz aoun braz d’ho holl amezeien, hag an holl draou-ze a oe brudet dre holl vro meneziou ar Jude. (66) Hag ar re holl a glevaz anezhe, ho dalc’haz en ho c’halon, hag e lavarent : Petra a vezo ar bugel-ze eta ? Ha dorn an Aotrou a oa varnezhan.

(67) Neuze Zakarias he dad a oe karget euz ar Spered-Santel, hag e profetisaz, o lavaret :

(68) Benniget ra vezo an Aotrou, Doue Israel, dre ma hen deuz bizitet ha prenet he bobl, (69) ha ma hen deuz savet evidomp eur Zalver galloudus, euz a di David he zervicher ; (70) hervez ma hen doa komzet, abaoe pell-amzer, dre c’henou he brofeted santel ; (71) dre ma hen deuz delivret ac’hanomp euz hon inimied, hag euz a zorn ar re holl ho deuz kassoni ouzomp, (72) evit diskouel he drugarez e-kenver hon tadou, ha kaout memor euz he allians santel, (73) da lavaret eo, euz al le a reaz da Abraham hon tad, ec’h accordje deomp, (74) goude hon delivra euz a zorn hon inimied, ar c’hras da zervicha anezhan heb aoun, (75) er zantelez hag er justis, en he brezans, e-pad an holl deiziou euz hor buez. (76) Ha te, bugel bihan, e vezi galvet profet an Holl-C’halloudec ; rag kerzet a ri dirag faç an Aotrou, evit prepari he hentchou, (77) evit rei d’he bobl an anaoudegez euz ar zilvidigez, er remission euz ho fec’hejou, (78) dre an antraillou euz a drugarez hon Doue, dre behini an heol, o sevel, hen deuz hor bizitet euz an neac’h, (79) evit sclerijenna ar re a zo azezet en devalijen hag en skeud ar maro, hag evit bleina hon zreid dre an hent euz ar peoc’h.