hag a ziskouezaz dezhan en eur momant holl rouanteleziou ar hed ; (6) hag an diaoul a lavaraz dezhan : Kei a rin d’id an holl buissans-ze ha gloar ar rouanteleziou-ze ; rag roet eo bet d’in, ha me a ro anezhan d’an neb a fell d’in. (7) Rag-se mar en em brosternez dirazoun, kement-se holl a vezo d’id. (8) Mes Jesus a respontaz dezhan : Tec’h kuit diouzin, Satan ; rag scrivet eo : An Aotrou da Zoue a adori, hag hen hep-ken a zervichi. (9) Kas a reaz anezhan ive da Jerusalem, hag e lekeaz anezhan var lein an templ, hag e lavaraz dezhan : Mar d’oud Mab Doue, en em daol ac’hann d’an traon ; (10) rag scrivet eo e c’hourc’hemeno d’he elez divar da ben, evit ma tiwallint ac’hanoud, (11) ha ma tougint ac’hanoud etre ho daouarn, gant aoun na stokfe da droad ouz eur mean-benag. (12) Mes Jesus a respontaz dezhan : Lavaret eo : Na denti ket an Aotrou da Zoue.
(13) Hag an diaoul, o veza achuet an holl dentation, a guitaaz anezhan evit eun amzer.
(14) Ha Jesus a zistroaz dre c’halloud ar Spered en Galile, hag ar vrud anezhan a redaz dre ar vro holl tro-var-dro. (15) Rag kelen a rea en ho zinagogou, hag e oa henoret gant an holl.
(16) Ha Jesus a zeuaz da Nazaret, en pe leac’h e oa bet savet, hag evel ma oa he gustum, ec’h antreaz da zeiz ar sabbat er sinagog, hag e savaz evit lenn. (17) Hag e oe roet dezhan levr ar profet Izaias, hag o veza digoret al levr, e kavaz al leac’h e pehini e oa scrivet : (18) Spered an Aotrou a zo varnoun, abalamour da ze hen deuz va eoliet evit prezeg an Aviel d’ar beorien ; va c’hasset hen deuz evit iac’haad ar re a zo mantret ho c’halon ; (19) evit annonsan delivrans d’ar gaptived, hag an distro euz ar gwelet d’ar re dall ; evit lakaad en liberte ar re a zo opprimet, hag evit embann bloavez favorabl an Aotrou.
(20) Ha goude beza serret al levr, ha roet anezhan d’ar ministr, ec’h azezaz ; ha daoulagad kement a oa er sinagog a oa batet varnezhan.
(21) Neuze e commansaz lavaret dezhe : Hirio eo accomplisset ar gomz-ze euz ar Scritur, hag her c’hlevet a rit. (22) An holl a roe testeni dezhan, hag a oa souezet euz ar c’homzou a c’hras a zeue euz he c’henou, hag e lavarent : Ha n’eo ket hennes mab Josef ? (23) Hag hen a lavaraz dezhe : Hep mar c’houi a lavaro d’in ar pro-