Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/124

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
115
SANT LUCAS, V.

hini hen doa tud klanv gant meur a seurt klenved, ho c’hassaz dezhan ; hag hen ho fareaz en eur astenn he zaouarn var bep hini anezhe. (41) An drouk-sperejou ive a zortie euz a veur a hini, en eur grial, hag en eur lavaret : Te eo ar C’hrist, Mab Doue ; mes hen ho reprene, ha na bermete ket dezhe lavaret e ouient e oa hen ar Christ.

(42) Kerkent ha ma oa tarzet an deiz, ez eaz er meaz, da eul leac’h dezert, hag eur bobl vraz, a oa ouz he glask, a zeuaz beteg enhan, hag ho doa c’hoant derc’hel anezhan, evit na’z aje ket kuit diouthe. (43) Mes hen a lavaraz dezhe : Red eo d’in prezeg ive rouantelez Doue d’ar c’heariou all ; rag evit se eo ez oun bet digasset.

(44) Hag e prezege e sinagogou ar Galile.


CHABISTR V.


EVEL ma oa Jesus var bord lenn vraz Genezaret, ar bobl en em daole varnezhan evit klevet ger Doue. (2) Hag o veza gwelet diou vag var bord al lenn, euz a bere ar besketerien a oa diskennet da walc’hi ho rouejou, e pignaz en unan euz ar bagou-ze, pehini a oa da Simon, (3) hag e pcdaz anezhan da bellaad eun neubeud euz an douar ; hag o veza azezet, e kelenne ar bobl divar ar vag.

(4) Pa hen doe ehanet da gomz, e lavaraz da Simon : Kea larkoc’h en dour doun, ha taolit ho rouejou evit pesketa. (5) Simon a respontaz dezhan : Mestr, labouret hon euz hed an noz, ha n’hon euz tapet netra ; kouiskoude, var da c’her e taolin ar roued. (6) Hag o veza great kement-se, e tapjont eun niver braz a besked ; hag o veza ma tore ho roued, (7) e rejont sin d’ho c’hen-sorted, pere a oa er vag all, da zond d’ho zicour ; dond a rejont, hag e leunjont an diou vag, en hevelep doare ma oant prest da anfonci. (8) Simon Per, o veza gwelet kement-se en em daolaz da dreid Jesus, hag a lavaraz : Aotrou, pella diouzin ; rag me a zo eur pec’her. (9) Rag ar spount a oa croget enhan, hag er re holl a oa assambles ganthan, abalamour d’ar besketerez ho doa great ; hag ive en Jakes ha Ian, mibien Zebede, pere a oa kensorted da Simon. (10) Ha Jesus a lavaraz da Simon : N’az pe ket a aoun ; divar-vreman e vezi pesketer tud beo. (11) Hag o veza digasset ar bagou d’an douar, e kuitejont pep tra hag ec’h heuljont anezhan.

(12) Pa oa Jesus en eur gear