Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/127

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
118
SANT LUCAS, VI.

petra a reaz David, pa hen devoe naoun hen hag ar re a oa assambles ganthan ? (4) Penaos ec’h antreaz en ti Doue, e kemeraz hag e tebraz ar baraou consacret, hag e roaz ive d’ar re a oa ganthan, petra-benag n’eo permetet ho dibri nemed d’ar veleien hepken ? (5) Hag e lavaraz dezhe : Mab an den a zo Mestr, memeus var ar sabbat.

(6) C’hoarvezoud a eure c’hoas, da zeiz eur sabbat all, ma’z eaz er sinagog, ha ma kelenne ; hag e oa eno eun den hag a oa dizec’het he zorn deo. (7) Hogen, ar Scribed hag ar Farizianed a zelle piz outhan, evit gwelet hag hen a iac’haje da zeiz ar sabbat, evit kaout leac’h d’hen tamal ; (8) mes, o veza ma c’hanaveze ho zonjezonou, e lavaraz d’an den pehini hen doa eun dorn dizec’het : Sav, ha choum aze er c’hreiz. Hag he-man, o veza savet, a choumaz en he za. (9) Neuze Jesus a lavaraz dezhe : Me a c’houlenno eun dra diganeoc’h : Ha permetet eo, da zeiziou ar sabbat, ober vad, pe ober drouk, savetaad eun den, pe hen lezel da berissa ? (10) Hag o veza sellet ouz ar re holl a oa en dro dezhan, e lavaraz d’an den-ze : Astenn da zorn. Ober a reaz kement-se, hag he zorn a zeuaz iac’h evel egile. (11) Hag e oent leun a fulor, hag e komzent etrezhe da c’houzout petra a heljent ober da Jesus.

(12) En amzer-ze, Jesus a zavaz var eur menez evit pedi ; hag e tremenaz an noz o pidi Doue.

(13) Ha pa oe deuet an deiz, e c’halvaz he ziskibien, hag e choazaz daouzec anezhe, pere ive a hanvaz ebestel ; (14) Simon, pehini a hanvaz Per, hag Andre he vreur, Jakes ha Ian, Philip ha Bartelemi, (15) Maze ha Thomas, Jakes, mab Alfe, ha Simon, hanvet Zelot, (16) Jud, breur Jakes, ha Judas Iscariot, an hini a drahissaz anezhan.

(17) Neuze o veza diskennet ganthe, e choumaz en eur blenen gant he vanden diskibien, hag eur bobl vraz a dud euz ar Jude holl, euz a Jerusalem, hag euz ar vro arvorec a Dir hag a Sidon, pere a oa deuet evit hen klevet hag evit beza iac’heet euz ho c’hlenvejou. (18) Hag ar re a oa tourmantet gant sperejou impur a oa ive iac’heet. (19) Hag ar bobl holl a glaske touch diouthan, rag dond a rea euz anezhan eur vertuz hag a iac’hae anezhe holl.

(20) Neuze Jesus, o veza savet he zaou-lagad var he ziskibien, a lavaraz :