Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/13

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ
4
SANT VAZE, III.

huvre da Josef, en Ejypt, o lavaret : Sav, kemer ar bugel bihan hag he vam, (20) ha distro da vro Israel ; rag ar re a glaske lemmel he vuez digant ar bugel a zo maro. (21) Josef eta, o veza savet, a gemeraz ar bugel hag he vam, hag a zeuaz en douar Israel. (22) Mes, pa glevaz e oa Arkelaüs o rên er Jude e plas he dad Herodes, hen doe aoun da vond di, hag o veza bet avertisset gant Doue dre eun huvre, en em dennaz e costeziou Galile, (23) hag o veza deuet, e choumaz en eur gear galvet Nazaret ; hag evel-se e oe accomplisset ar pez a oa bet lavaret dre ar brofeted : Galvet e vezo Nazaread.


CHABISTR III.


EN deiziou-ze e teuaz Ian ar Badezour, o prezeg en dezert ar Jude, hag o lavaret : (2) En em gonvertissit, rag rouantelez an envou a zo tost. (3) Rag he-man eo an hini divarben pehini hen deuz komzet ar profet Izaias, pa lavaraz : Mouez an hini a gri en dezert : Preparit hent an Aotrou : lakit eün he wenojennou.

(4) Hogen, ar Ian-ze hen doa eur zae a vleo kanval, hag eur gouriz ler en-dro d’he groazel ; hag he voued a oa killeien-raden ha mel gwez.

(5) Neuze Jerusalem, hag ar Jude holl, hag an holl vro var-dro d’ar Jourdan a zeue er meaz d’he gavout ; (6) hag e oent badezet ganthan er Jourdan, oc’h anzav ho fec’hejou.

(7) Mes o velet kalz a Farizianed hag a Saduseed o tond d’he vadiziant, hen a lavaraz dezhe : Raç an aered-viber ! piou hen deuz desket deoc’h tec’hel rag ar goler da zond ? (8) Grit eta frouez hag a gonven d’ar gonversion. (9) Ha na zonjit ket lavaret enoc’h hoc’h-unan : Beza hon deuz Abraham da dad ; rag me a lavar deoc’h, ec’h hell Doue sevel euz ar vein-ze bugale da Abraham. (10) Hag ar vouc’hal a zo dija lakeat ouz grizien ar gwez ; pep gwezen eta ha na ro ket a frouez mad a vez troc’het ha taolet en tan. (11) Evidoun-me a vadez ac’hanoc’h en dour evit ar gonversion ; mes an hini a zeu var va learc’h a zo galloudussoc’h egedoun, ha n’oun ket dign da zougen dezhan he voutou ; hen ho padezo er Spered-Santel hag en tan. (12) He groe a zo ganthan en he zorn, hag e netaio ervad he leur, hag e tastumo he winiz er c’hreuniel ; mes lakaad a rai ar