Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/133

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
124
SANT LUCAS, VIII.

mes hou-man he deuz skuliet eol a c’houez-vad var va zreid. (47) Rag-se hen lavaran d’id, he fec’hejou pere a zo eun niver braz anezhe, a zo bet pardonet dezhi ; rag karet he deuz kalz ; mes an hini da behini e pardoner neubeud, a gar neubeud. (48) Neuze e lavaraz dezhi : Da bec’hejou a zo pardonnet d’id. (49) Hag ar re a oa ouz taol ganthan a gommansaz da lavaret enhe ho-unan : Piou eo heman, pehini memeus a bardon ar pec’hejou ? (50) Mes hen a lavaraz d’ar vaouez ; Da feiz hen deuz da zaveteet ; kea en peoc’h.


CHABISTR VIII.


GOUDE-ZE, Jesus a iea euz an eil kear hag euz an eil bourgaden d’eben, en eur brezeg hag en eur annons ar c’helou mad euz a rouantelez Doue ; (2) hag an daouzec a oa ganthan, hag ive eun neubeud merc’hed pere a oa bet delivret euz a zrouk-sperejou hag euz a glenvejou ; Mari, galvet Magdalen, euz a behini e oa sortiet seiz drouk-spered ; (3) ha Janned, greg Chouza, ministr Herodes, Suzanna, ha meur a hini all, pere a zicoure anezhan gant ho madou.

(4) Hogen, evel ma en em dastume eur bobl vraz, ha ma teue d’he gavout kalz a dud euz an holl geariou, e lavaraz dezhe ar barabolen-man : (5) Eun hader a ieaz er meaz evit hada he had, hag en eur hada, lod a gwezaz a-hed an hent, hag a oe mac’het, hag al lapoused euz an env a zebraz anezhan hoil. (6) Ha lod all a gwezaz var douar meinec ; ha pa oe diwanet, e sec’haz, o veza ne oa ket a zaour en douar. (7) Lod all a gwezaz e-touez ar spern, hag ar spern a greskaz assambles gant ar greun, hag a vougaz anezhan. (8) Lod all a gwezaz en douar mad, hag a zavaz hag a roaz frouez, kant evit unan. O lavaret kement-man, e crie : Ra zelaouo an neb hen deuz diou-skouarn evit klevet !

(9) He ziskibien a c’houlennaz diganthan petra a zinifie ar barabolen-ze. (10) Hag hen a respontaz : Deoc’h-hu eo bet roet da anaoud ar mysteriou euz a rouantelez Doue ; mes d’ar re all ne gomzer a gement-se nemed dre barabolennou, en hevelep doare ma velint heb gwelet, ha ma klevint heb compren. (11) Setu aman eta ar pez a zinifi ar barabolen-ze.

(12) An had eo ger Doue ; ar re a receo anezhan a-hed an hent eo ar re hen selaou ; mes an diaoul a zeu, hag a denn ar