Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/137

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
128
SANT LUCAS, IX.

reaz rag-tal, ha Jesus a c’hourc’hemenaz rei boued dezhi. (56) Hag he zad hag he mam a oe souezet meurbed ; mes hen a zifennaz outhe lavaret da zen ar pez a oa c’hoarvezet.


CHABISTR IX.


OVEZA galvet assambles he zaouzec diskibl, Jesus a roaz dezhe galloud hag otorite var an holl drouk-sperejou, hag ar galloud da iac’haad ar c’hlenvejou. (2) Hag e kassaz anezhe da brezeg rouantelez Doue, ha da iac’haad ar re glanv. (3) Hag e lavaraz dezhe : Na gemerit netra evit an hent, na baz, na bissac’h, na bara, nag arc’hant, ha n’ho pezet ket diou wiskamant. (4) Hag en peseurt ti-benag ma c’hantreot, choumit eno bete ma’z eot kuit. (5) Ha piou-benag na recevo ket ac’hanoc’h, pa’z eot kuit euz ho c’hear, hijit ar boultren euz ho treid, evit testeni en ho enep.

(6) O veza eta partiet, ez ejont euz an eil bourk d’egile, o prezeg an aviel, hag o iac’haad en peb leac’h ar re glanv.

(7) Herodes an tetrark a glevaz etretant ar vrud euz a gement a rea Jesus ; ha na ouie petra da zonjal, rag lod a lavare e oa resussitet Ian a-douez ar re varo ; (8) ha lod all, e oa en em ziskouezet Elias ; ha darn all, e oa resussitet unan euz ar brofeted koz. (9) Hag e lavare Herodes : Lakeat em euz dibenna Ian ; mes piou eo he-man, divarben pehini e klevan traou ker burzudus ? Hag hen hen doa c’hoant d’hen gwelet.

(10) Pa oa distro an ebestel, e lavarjont da Jesus kement ho doa great. Hag hen ho c’hemeraz ganthan, hag en em dennaz a-gostez, en eul leac’h dezert, e-kichen eur gear galvet Bethsaïda. (11) Ar bobl, o veza klevet kement-man, az eaz var he lerc’h, ha Jesus ho recevaz, hag a gomzaz dezhe euz a rouantelez Doue, hag e paree ar re ho doa ezom da veza pareet.

(12) Pa oa an deiz o commans da izellaad, an daouzec a dostaaz outhan, hag e leverjont dezhan : Kas kuit ar bobl-ze, evit ma’z aint er c’heariou ha var ar meziou tro-var-dro, da loja ha da gavoud boued ; rag en eul leac’h dezert emaomp aman.

(13) Mes hen a lavaraz dezhe : Roit boued dezhe hoc’h-unan. Hag int a respontaz : N’hon euz ken nemed pemp bara ha daou besk ; nemed mond a rafemp da brena boued evit an holl bobl-man ; (14) rag bez’ e