oant var-dro pemp mil den. Neuze e lavaraz d’he ziskibien : Iikit anezhe da azeza a vandennou a hanter-kant den. (15) Hag e rejont evel-se, hag e lekejont an holl da azeza. (16) Neuze Jesus a gemeraz ar pemp bara hag an daou besk, hag o sevel he zaou-lagad varzu an env, e vennigaz anezhe, hag ho zoraz, hag ho roaz d’he ziskibien, evit ho lakaad dirag ar bobl. (17) Dibri a rejont holl, gwalc’h ho c’halon, hag e oe dastumet an tammou choumet en ho dileac’h, hag e oe daouzec panerad anezhe.
(18) C’hoarvezoud a reaz, pa oa o pedi a-gostez, ha ma oa an diskibien ganthan, ma c’houlennaz diganthe : Piou a lavar an dud ez oun-me ? (19) Ar re-man, o respont, a lavaraz : Lod a lavar Ian ar Badezour ; lod all, Elias ; ha darn all a lavar ez eo resussitet unan-benag euz ar brofeted koz. (20) Ha c’houi, emezhan, piou a livirit-hu ez oun-me ? Ha Per a respontaz : Te eo ar C’hrist a Zoue. (21) Mes hen a zifennaz stard outhe na lavarjent kement-se da zen, (22) hag e lavaraz c’hoas : Red eo da Vab an den souffr kalz, ha beza nac’het gant ar re Ancien, gant prinsed ar veleien ha gant ar Scribed, ha beza lakeat d’ar maro, ha goude resussita an trede deiz.
(23) Hogen, lavaret a rea d’an holl : Mar fell da unan-benag dond var va lerc’h, ra zeui da renons dezhan he-unan, ra zougo he groaz bemdez, ha ra heullio ac’hanoun. (24) Rag piou-benag a fello dezhan savetei he vuez he c’hollo ; mes piou-benag a gollo he vuez abalamour d’in, hennes a zaveteo anezhi. (25) Ha petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar en em zistrujfe, pe ma teufe d’en em goll he-unan ? (26) Rag piou-benag hen devezo mêz ouzin-me hag ouz va c’homzou, Mab an den hen devezo mêz anezhan pa zeuio en he c’hloar he-unan, hag en gloar an Tad hag an elez santel. (27) Hogen e gwirionez hen lavaran deoc’h : Beza ez euz hinienou euz ar re a zo aman prezant, ha na varvrnt ket, araog m’ho devezo gwelet rouantelez Doue.
(28) Var-dro eiz devez goude ar c’homzou-ze, Jesus a gemeraz ganthan Per, Ian ha Jakes, hag e pignaz var eur menez evit pedi. (29) Hag e-pad ma oa o pedi, he vizach a chenchaz, hag he zillad a zeuaz da veza gwenn ha lugernus evel eul luc’heden. (30) Ha setu daou zen o komz ganthan ; ar re-man a oa Moises hag Elias, (31) pere