Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/139

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
130
SANT LUCAS, IX.

o parissa gant gloar, a gomze ganthan euz he varo pehini a dlie da zouffr en Jerusalem. (32) Hogen Per hag ar re a oa ganthan a oa maro gant ar c’hoant-kousket, ha pa oent dihunet, e veljont he c’hloar hag an daou zen a oa ganthan.

(33) Ha pa oa ar re-man o vond kuit diouthan, Per a lavaraz da Jesus : Mestr, aman e vez mad deomp choum ; greomp teir danten, unan evidoud, unan evit Moises hag unan evit Elias ; rag na ouie ket mad petra a lavare. (34) Pa oa c’hoas o lavaret kement-se, e teuaz eur goabren hag a c’holoaz anezhe ; hag evel ma oa tro-var-dro dezhe, an diskibien a oe spountet. (35) Hag e teuaz eur vouez euz ar goabren, hag a lavaraz : He-man eo va Mab muia-karet ; selaouit anezhan. (36) Ha pa oa c’hoas ar vouez-ze o komz, Jesus en em gavaz he-unan ; hag he ziskibien a choumaz sioul var gement-se, ha na leverjont ger e-bed da zen divarben an traou ho doa gwelet.

(37) An deiz varlerc’h, pa oant o tisken divar ar menez, eur bobl a zeuaz da zialben Jesus. (38) Hag eun den a-douez an dud-se en em lakeaz da grial ha da lavaret : Mestr, da bedi a ran, sell ouz va mab ; rag n’em euz bugel e-bed nemethan. (39) Eur spered a grog enhan, ha kerkent en em laka da scrijal. Neuze ar spered a wall-hij anezhan, oc’h hen lakaad da eonenni, hag a boan e laosk anezhan goude beza hen brevet holl. (40) Hag em euz pedet da ziskibien d’hen kas kuit ; mes n’ho deuz ket gallet. (41) Ha Jesus, en eur respont, a lavaraz : O raç difeiz ha fallagr, pegeit e choumin-me ganeoc’h, hag e c’houzanvin-me ac’hanoc’h ? Digas aman da vab. (42) Ha pa oa o tostaad, an drouk-spered a stlapaz anezhan d’an douar, hag hen gwall-hijaz ; mes Jesus a reprenaz stard ar spered impur, hag a iac’heaz ar bugel, hag a rentaz anezhan d’he dad. (43) Hag e oent holl souezet o velet ar galloud braz euz a Zoue.

Hag evel ma oant holl souezet gant kement a rea Jesus, hen a lavaraz d’he ziskibien : (44) Evidoc’h-c’houi, selaouit mad ar c’homzou-man : Mab an den a dle beza livret etre daouarn an dud. (45) Mes na gomprenent ket ar gomz-ze ; ken teval e oa evithe, ken ne oant ket evit he gompren ; ha ne gredent ket hen interroji var gement-se.

(46) Neuze e savaz eur gestion etrezhe, da c’houzout piou anezhe a vije ar brassa. (47) Mes Jesus, o velet sonjezonou ho