Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/148

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
139
SANT LUCAS, XII.

avaristed; rag evit eun den da gaout kalz a vadou, n’hen deuz ket ar vuez dreizhe.

(16) Hag e lavaraz dezhe ar barabolen-man : Douar eun den pinvidic hen doa rapportet gant abondans ; (17) hag an den-man a rezone enhan he-unan, hag a lavare: Petra a rin-me ? rag n’em euz ket a blas awalc’h evit dastum va eost. (18) Setu aman, eme-z’han, petra a rin : diskar a rin va c’hreunielou, ha sevel a rin re vrassoc’h, hag e tastumin eno va holl eost ha va madou. (19) Neuze e livirin d’am ene : Va ene, te ec’h euz kalz a vadou dastumet a-gostez evit meur a vloaz ; choum en da repos, debr, ev ha bez laouen. (20) Mes Doue a lavaraz dezhan : Den diskiant, en noz-man memeus, e vezo goulennet da ene diganez ; hag an traou ec’h euz dastumet, da biou e vezint ? (21) Evel-se e c’hoarvez evit an hini a zastum tenzoriou evithan he-unan, ha n’eo ket pinvidic dirag Doue.

(22) Neuze e lavaraz d’he zizkibien : Rag-se, me a lavar deoc’h : Na vezit ket en sourci evit ho puez, petra ho pezo da zebri ; nag evit ho corf, petra ho pezo da wiska. (23) Ar vuez a dalv muioc’h eged ar boued, hag ar c’horf muioc’h eged an dillad. (24) Considerit ar brini ; ne hadont ha ne vedont ket, n’ho deuz na kao na greuniel, koulskoude Doue a vag anezhe ; pegement n’oc’h-hu ket talvoudussoc’h eged lapoused ! (25) Ha pehini ac’hanoc’h a hell, gant he zourci, creski he vent euz a eun ilinad hep-ken? (26) Ma ne hellit ket eta ober an distera tra hoc’h-unan, perag ez oc’h-hu en sourci gant ar rest ? (27) Sellit penaos e cresk al lili ; n’ho gweler nag o labourat nag o neza ; koulskoude, me a lavar deoc’h penaos Salomon he-unan, en he holl c’hloar, n’eo ket bet gwisket evel unan anezhe. (28) Mar gwisk eta Doue er giz-ze al louzaouen a zo hirio er park, hag a vezo taolet varc’hoas er forn, pegement mui na wisko-hen ket ac’hanoc’h-hu, o tud a neubeud a feiz ! (29) Ha na vezit ket en poan da c’houzout petra ho pezo da zebri, ha da eva, ha na vezit ket nec’het divarben kement-se. (30) Rag tud ar bed eo a glask an holl draou-ze ; hag ho Tad a oar hoc’h euz ezom euz an traou-ze ; (31) klaskit kentoc’h rouantelez Doue, ha kement-se holl a vezo roet deoc’h ouz-pen.

(32) N’ho pezet ket a aoun, banden vihan ; rag plijet eo bet gant ho Tad rei deoc’h ar rouantelez. (33) Gwerzit ar pez