Pajenn:Dizanv - Testamant Nevez Hon Aotrou hag Hor Zalver Jesus-Christ.djvu/150

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
141
SANT LUCAS, XIII.

a vezo goulenhet digant an hini a vezo bet fiziet kalz enhan.

(49) Me a zo deuet da lakaad an tan var an douar ; ha petra a hellan-me da zeziroud mar d’eo allumet dija !

(50) Mes me a dle beza badezet gant eur vadiziant ; ha pegement a hast em euz-me ma vezo peur-achuet ! (51) Ha sonjal a ra deoc’h ez oun-me deuet da zigas ar peoc’h var an douar ? Nann, a lavaran deoc’h ; mes kentoc’h an dispac’h ; (52) rag divar-vreman, ebarz en eun ti, e vezint pemp dizunanet, tri a-enep daou, ha daou a-enep tri. (53) An tad a vezo a-enep ar mab, hag ar mab a-enep an tad ; ar vam a-enep ar verc’h, hag ar verc’h a-enep ar vam ; ar vam-gaer a-enep he merc’h-kaer, hag ar verc’h-kaer a-enep he mam-gaer.

(54) Lavaret a rea c’hoas d’ar bobl : Pa velit eur goabren o sevel euz ar C’huz-heol, e livirit rag-tal : Dond a-rai glao ; (55) hag e c’hoarvez evel-se ; Ha pa deu avel ar C’hreiz-teiz da c’houeza, e livirit : Tom e vezo, hag e c’hoarvez evel-se. (56) Hipocrited m’az oc’h ! gouzoud a rit anaoud diouz doare an oabl hag an douar ; penaos eta ne anavezit-hu ket an amzer-man ?

(57) Ha perag ive ne anavezit-hu ket dreizoc’h hoc’h-unan, ar pez a zo just ? (58) Hogen, pa’z ez gant da enebour da gavout ar gouarner, e-pad ma’z oud o vond, klask kaoud da ziskarg diganthan, gant aoun na gasfe ac’hanoud dirag ar barner, ha na zeufe ar barner da lakaad ac’hanoud etre daouarn ministr ar justis, ha na vez taolet er prizon. (59) Hen lavaret a ran d’id, na zeui ket er meaz ac’hane, ken az pezo paeet an diveza diner.


CHABISTR XIII.


EN amzer-ze, eur re-benag euz an dud a oa eno, a gontaz da Jesus petra a oa erruet gant tud euz ar Galile, penaos hen doa Pilat mesket ho goad gant goad ho zacrifisou. (2) Ha Jesus, o respont, a lavaraz dezhe : Ha sonjal a ra deoc’h-hu e tle ar Galileed-se beza bet brassoc’h pec’herien eged an holl Galileed all, abalamour ma’z eo arruet kement-man ganthe ? (3) Nann, a lavaran deoc’h ; mes mar n’en em gonvertissit ket, c’houi a berisso holl er memeus doare. (4) Pe c’hoas, ha sonjal a ra deoc’h-hu e tle an triouec’h den-ze var bere e kwezaz tour Siloe, hag a oe lazet dindan-han, beza bet brassoc’h pec’herien eged an